Le N°29 de la Revue Pihern est sortie
Bevet an amvevadouriezh24
Ur wech anavezet disoc’h an dilennadegoù evit an Dael25 europat ez eus bet gwelet war hor skrammoù skinwel dremmoù glac’haret ha dremmoù o c’hoarzhin. E-touez ar re a c’hoarzhe e oa dreist-holl ar re eus strollad ar re C’hlas o doa graet ul lammgresk anat, un tammig e pep lec’h. Evel-just e voent pedet diouzhtu gant tud ar chadennoù skinwel da zisplegañ perak ha penaos o doa graet berzh, hag e-pad meur a zevezh ne voe anv nemet eus amvevadouriezh gant addisplegourion ar skinwel, zoken gant tud ha ne oant ket eus ar strollad-se. “Paz eus greun da valañ ez eo ret hen malañ”, a hañvale bezañ ger-stur ar mare evit kelaouennerion ar skinwel, pe mar kavit gwelloc’h, “Paz eo tomm an houarn ez eo ret skeiñ warnañ. N’em eus ket mouezhiet evit danvez-kannaded ar strollad-se, met se ne vir ket ouzhin da vezañ un den a vev o tougen bri d’an natur, pezh a zo un dra naturel evidon o vezañ maz on bet ganet war ar maez hag o vezañ bepred warnañ. Antronoz Sul an dilennadegoù, war-dro nav eur beure, e ris va soñj mont da gerc’hat bara da di ar baraer a zo e kreiz ar bourk, e kichen an iliz, hag evit se e tiskennis, war droad evel-just, gant ar straed a dremen dirak va zi. Ha petra a welis ? Leun e oa ar straed a girri-tan a bep seurt, hag heñvel e oa er straed all a zo a-serzh d’am straed. Tri c’hant pe pevar c’hant tankarr a oa. Biskoazh n’em boa gwelet kement a girri em straed, met gwir eo, ez an peurliesañ da gerc’hat va bara un tammig diwezhatoc’h, war-dro dek eur lakaomp. Petra a gemmfe an dra-se ? Disoñjet em eus lavarout deoc’h ez eus ur skol hag ur skolaj e-tal din em straed, hag ar c’hirri-se a oa kirri ar gerent o tegas o bugale d’ar skol, met memestra ! Hag ouzhpenn-se ne gontan ket ar c’hirri-boutin o tastum hag o tegas ar skolidi o chom pell er ploue. En ur welout an holl girri-se e ris evel-just dave d’ar pezh em boa klevet en derc’hent er skinwel a-zivout an amvevadouriezh. Pa oan bihan ez aen-me d’ar skol war droad, pevar c’hilometrad a hent da ober evit mont ha kement-all da ober evit dont en-dro. Pa voen koshoc’h e ris an hent war varc’h-houarn avat, a drugarez d’am eontr Edwarzh - Doue d’e bardono – bet marvet en ur gwallzarvoud ; heritet em boa e varc’h-houarn. Va breur Herri, c’hwec’h vloaz yaouankoc’h egedon n’en devoe ket ezhomm da ober an hent-se war droad pa voe e dro da vont d’ar skol : e gas a raen ganin war doug-pakadoù va marc’h-houarn. Ne dalvez ket ar boan lavarout deoc’h n’em boa ket ezhomm da ober sport goude-se, an dra-se a oa sport a-walc’h evidon. Disheñvel krenn eo an traoù hiziv ; ezhomm o deus ar vugale da ober sport, setu pezh a glever dizehan ; dre ma ne reont ket a-walc’h a embreg-korf, lod a zo re dev zoken. E-tal din em straed ez eus ivez ur sportva, hag e welan ar vugale-se o tont da ober sport d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn, met ne zeuont ket di war droad, degaset e vezont gant karr o c’herent. “Ne c’heller ket o lezel da zont en o-unan” a lavar ar gerent, re zañjerus e vefe, gant an holl wallzarvoudoù a c’hoarvez bemdez war an hentoù, kement a girri a zo bremañ. Bez’ez eo ar c’hi a grog en e lost ! Kemer a reer e garr dre maz eus re a girri sañset dañjerus war an hentoù !!! Ha n’eo ket aze e vez foeltret ar muiañ c’hoazh gant ar c’hirri. N’eus ket kalz labour war ar maez, serret eo bet an nebeud al labouradegoù a oa. An dud a ya da labourat er c’hêrioù bras, amañ da Naoned pe St Nazer oc’h ober 70 kilometr pe muioc’h gant o c’harr bemdez. Gwastet e vez gremm ivez pa fell deomp debriñ saladenn e kreiz ar goañv, pe sivi da zeiz Nedeleg, kenderc’hañ erc’h kevanaozel evit gellout skiañ, pe mont d’ober gralig en inizi Maldives pa vez skorn du-mañ, lakaat aozañ hor gwiskamantoù en Azia hag o degas amañ dre garr-nij, pa vez serret al labouradegoù o aoze a-raok amañ, prenañ boued ragaozet divlaz pe re zruz ha klemm da c’houde e vez klañv an dud gantañ. Yann MIKAEL Graphie Vantyé du Préchë Mitaw Dernière version 2009 « à » : est un « a » ouvert, ex. pàych (pêche) ; « â » : est un « a » fermé, ex. kârott (carrotte) ; « ô » : est un « o » fermé ; ex. anpôzë (empêcher). « an » & « on » : comme en français ; ex. pansë (penser), pàyson (poisson). « en » : se prononce comme tout ce qui en français s’écrit : in, ain, ein, un. « enw » : comme si en français c’était écrit « ainhou » mais prononcé en une seule syllabe, ex : grenw (grand), Jenw (Jean), passyenws (patience), pyenwch (planche), penws (panse), enwnëy (année). « aa », « oo », « ee » : comme an, on, ain en français, quand ces sons nasalisés sont suivis d’un « m » ou « n » se prononçant. Ex. : Jaan (Jeanne) boon (bonne) peen (peine) jeemëy (jamais). On peut aussi écrire chmeez (chemise) au lieu de chmenz, ou preez (prise) au lieu de prenz car « ee » peut se prononcer comme le « ee » anglais, c’est à dire « i ». « ë » : comme « eu » dans « fleur », « saveur », ou « e » dans « le », « de ». « ê » : comme « et » dans « poulet » ; ex. poulê, chapê, koutê. « é » : est un « e » fermé, ex : péch (pêche, le fruit), khér (cuire), ghér (guère) « ây », « ày », « ëy », « üy », « ouÿ », « ïy » : dans tous ces cas "y" est une consonne, jamais la voyelle « i » ; ex. : « dëpëy » (depuis), « kïy » (quille). « w » : pour le « oi » français nous écrivons « wa », ex. : wâzê (un oiseau), « aou » est écrit « aw », ex . : myaw (miaou), wézyaw (des oiseaux). « kh », « gh », « nh » : le « h » qui suit k, g, n, signifie que chacune de ces consonnes est palatalisée, c’est à dire qu’on les prononce en rapprochant la langue du palais. Le français ne palatalise que le « n » et l’écrit « gn », ex. : gagner. On conserve « gn » pour écrire le « n » palatalisé pour ne pas trop dérouter le lecteur, mais un système identique pour les trois consonnes concernées k, g, n serait mieux. Ex. : mâreegn (femme mariée), peegn (peigne), khett (jambe, patte), Ghémnë (Guéméné), etc... « g » & « s » : ces deux consonnes sont toujours dures, comme dans « gain » et « sain ». Pour le la prononciation douce il y a « j » et « z ». Les lettres l, t, r, s sont doublées quand elles suivent des « e », « o », « a » ouverts, ex. : yell (elle), Marsell (Marcel), myett (miette), kârott (carotte), sott (coquette), oss (os) pall (pelle), err (air), ferr (fer) ; ne sont pas doublées si ces voyelles sont suivies de 2 consonnes distinctes, ex. : « pert » (perte). Le « n » est doublé dans lapinn (lapine), épinn (épine), farinn (farine), etc… Les lettres Q et X ne sont pas utilisées. Châteaubriant Actualités http://www.paysdechateaubriant.fr
Réagissez à cet article
|
|
|
Par Châteaubriant-maville et A.M - Tous les articles sont libres de droits sauf mentions.
Déclaration N°1143762CNIL |
|
Châteaubriant
Envoyer
Imprimer
Partager
Fuzz
Digg
Del.icio.us
Blogmemes
Tape-moi
Nuouz
Blinklist
Furl
Reddit
Smarking
Newsvine
Pioche
Spurl
Y!
Simpy
Wists
Blinkbits
Co.mments
Connotea
Blogmarks
Del.irio.us
Technorati
Meneame
Wikio
Facebook
Google
MySpace
Twitter
LinkedIn
Viadeo
Scoopeo
Atelier d'écriture avec Cathie Barreau